2 décembre 2009
Ar biz meud
Ar biz meud ouzh ar biz meud,
Pehini an hini kreñvañ ?
Hini ebet, genaouog,
Heñvel poch int o daou !
Ar biz yod ouzh ar biz yod,
Pehini an hini sotañ ?
Hini ebet, genaouog,
Heñvel mat int o daou !
Ar biz bras ouzh ar biz bras,
Pehini an hini brasañ ?
Hini ebet, genaouog,
Heñvel mik int o daou !
Ar biz gwalenn ouzh ar biz gwalenn,
Pehini an hini treutañ ?
Hini ebet, genaouog,
Heñvel buhez int o daou !
Ar biz bihan ouzh ar biz bihan,
Pehini an hini bihanañ ?
Hini ebet, genaouog,
Heñvel poch int o daou !
Maryvonne
Publicité
Commentaires