Canalblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Publicité
Kanaouennoù ha rimadelloù evit ar vugale
16 décembre 2009

Nozvezh Nedeleg

Noz eo, noz eo,

Kousket an holl er vro.

Ar stered, nemeto,

a chom c'hoazh dihunet,

Ar stered, nemeto,

Hag an Tad Nedeleg.

Tik-tak, ret eo dezhañ ...

tik-tak ... degas ar profoù ...

tik-tak ... d'ar bugaligoù.

Tik-tak, ret eo dezhañ ...

tik-tak ... dindan un nozvezh ...

tik-tak ... mont d'an holl diez.

Tik-tak, ret eo dezhañ ...

tik-tak ... labourat fonnus ...

tik-tak ... labourat spontus.

Pa savo an heol

e tihuno an holl,

evit lidañ Nedeleg

met unan a vo kousket :

« c'hoñ-pich ... » an Tad Nedeleg !

J-L Roudaut

Publicité
Commentaires
Kanaouennoù ha rimadelloù evit ar vugale
  • Demat ! Kavout a rit aman kanaouennoù ha rimadelloù evit ho klasoù. Lakaat a ran tout an traoù em eus dastumet dija. Gallout a rit ouzhpennan traoù : titl ar blog evit mont e-barzh, kanaouennoù evit ar ger tremen ... mersi bras deoc'h holl!
  • Accueil du blog
  • Créer un blog avec CanalBlog
Publicité
Newsletter
Publicité