Canalblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Publicité

Kanaouennoù ha rimadelloù evit ar vugale

2 décembre 2009

Toutouig la la, va mabig 
Toutouig la la 


Da vamm a zo amañ, koantig Ouzh da luskellat, mignonig Da vamm a zo amañ, oanig Dit-te o kanañ he sonig En deiz all e ouele kalzik Hag hiziv e c'hoarzh da vammig Toutouig la la, 'ta paourig Poent eo serrañ da lagadig Toutouig la la, bihanig Ret eo diskuizhañ...
Publicité
2 décembre 2009

Dodo, panig koko, Ma vo vioù Ni ray friko. Ma 'vo

Dodo, panig koko, Ma vo vioù Ni ray friko. Ma 'vo ket Ni yay d'ar mor bras Da glask pesked
2 décembre 2009

Kousket dousik

Kousket dousik ma bihannig Kousket dousik ma bihannig Ma mammig a zo kichen Ma mammig a zo kichen Kousket dousik ma bihannig Rouz an noz a zo melenn. Dousig dousig ma mignonig Dousig dousig ma mignonig An heol-bleunv a zo kuzhet An heol-bleunv a zo kuzhet...
2 décembre 2009

Yannig an difouper neizh

Kavet 'peus da saout 'ta Yannig, Kavet 'peus da saout 'ta ? - Ne 'm eus ket, ne 'm eus ket, Gwelloc'h 'geto 'm eus kavet Petra 'peus kavet 'ta Yannig, Petra 'peus kavet 'ta ? Un neizh pig, un neizh bran Hag un neizhig laouenan Peseurt vioù 'z'enno 'ta...
2 décembre 2009

An tren bihan

Tren, tren, tren bihan, O tremen, o tremen, Tren, tren, tren bihan, O tremen kichen an hent. C'hoant 'n eus tren bihan, Mont da bourmen, mont da bourmen C'hoant 'n eus tren bihan Mont da bourmen war an hent. Chom, chom, tren bihan, War al linenn, war...
Publicité
2 décembre 2009

Meurlarjez al loened

Gwelet em eus ur panda O tebriñ er predva. An dra-se n'eo ket reizh, Lâr din petra c'horvez ? An dra-se n'eo ket reizh, Merlarjez ! Gwelet em eus un avank Azezet war ar bank. … Gwelet em eus un arzh-gwenn O skrivañ ouzh an daolenn … J-L Roudaut
2 décembre 2009

Ar rimadell « ZOO » droch

Ooo … olifant, Chomit koant, olifant, chomit koant, Mod all, ez aio fall, mod all, ez aio fall. Ar jirafenn 'zo bet torr-penn Hag an arz-gwenn, n'eo ket bet seven. Ar frikorneg 'zo bet pennek Hag ar marmouz 'zo bet tagnous. Ar roudenneg 'zo bet dichek...
2 décembre 2009

Yann Gorig

Yann Gorig o tañsal, Yann Girg o tañsal (bis) Gant e viz o tañsal, gant e viz o tañsal (bis) Gant e viz, viz, viz, 'giz-se tañse Yann Gorig. … gant e zorn … gant e vrec'h … gant e skoaz … gant e benn …
2 décembre 2009

Unan, daou

Unan, daou, Ne ra ket kalz a draoù ! Tri, Pevar, N'eo ket dispar ! Pemp, C'hwec'h, Ha bec'h ! bec'h ! Seizh, Eizh, Traoù a zo e leizh. Nav, Deg, Leun eo ar bouteg ! Jakez
2 décembre 2009

Glazig, Melenig

Glas, glas, glas, Penn da benn, Setu Glazig ! Melen, melen, melen, Penn da benn, Setu Melenig ! Hag e pokont, Hag e pokont An eil d'egile ! Gwer, gwer, gwer, Penn da benn, Setu Glazig ha Melenig ! Maryvonne
Publicité
<< < 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 > >>
Kanaouennoù ha rimadelloù evit ar vugale
  • Demat ! Kavout a rit aman kanaouennoù ha rimadelloù evit ho klasoù. Lakaat a ran tout an traoù em eus dastumet dija. Gallout a rit ouzhpennan traoù : titl ar blog evit mont e-barzh, kanaouennoù evit ar ger tremen ... mersi bras deoc'h holl!
  • Accueil du blog
  • Créer un blog avec CanalBlog
Publicité
Newsletter
Publicité