Canalblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Publicité

Kanaouennoù ha rimadelloù evit ar vugale

2 décembre 2009

Lorgnezh

Pa welan an aod leun a lorgnezh du Ma c'halon a skrij. Pa welan al labousigoù tapet en eoul du Faouatañ a ra c'halon. Pa welan ma bro Distrujet gant an diskiant Selaou a ran ma zud-kozh En em glemm Ha mervel a ra ma c'halon. Liliane
Publicité
2 décembre 2009

Noz ha deiz

Noz eo, an dud a zo kousket, Setu al loar hag ar stered. Yen eo, tan a zo en oaled, Rak gwelout a reomp ar moged. Deiz eo, an dud zo laouen, An oabl emañ an heol melen. Tomm eo, setu ur vleunienn wenn, O tiskouez he fenn er flourenn! Yann-Baol
2 décembre 2009

An Hañv

An hañv a zo skañv e-giz ur pluñv gouenili An hañv a zo skañv pa bar an heol Da zeviñ an hentoù hag an estreved glas An hañv tomm a zisec'h ma gourlanchenn. Liliane
2 décembre 2009

Diskar-amzer

Ar mor gris davat o lipat ar garreg zu Ar bagoù skuizh en em damolodiñ Ha war ar maezioù bolc'hoù kesten tarzhet Pa zigouezh an diskar-amzer ruz ha du. Liliane
2 décembre 2009

Nevez amzer

Pa teu sklaer ha splann an oabl Pa c'hwitell al laboused abred diouzh ar mintin Heñvel ouzh ur bagagig sonerien, poent bras Lammat diouzh o kwele evit mont d'ar prad. Liliane
Publicité
2 décembre 2009

Ar Goañv

Miz Du, Miz Kerzu, An noz hag ar glav, Ar glav hag an noz Betek ar gêr a ya ar vigoudenn Didrouz da rouz an noz Penn-da-benn an hent, O soñjal klask ar wrez Hag an disglav Pa gresk an avel kornog Tomm eo b'ar gêr Ha splann ar gouloù. Liliane
2 décembre 2009

Me 'm eus ur wezennig, 'dreñv ma zi : Pevar avel

Me 'm eus ur wezennig, 'dreñv ma zi : Pevar avel ruz en enni; Unan din, unan d'am mestrez, Ha daou d'am c'hamaradez.
2 décembre 2009

Deomp da Langazel

Deomp da Langazel Da gutuilh raden. Deomp dre an hent bihan Da gutuilh balan. Deomp da Benn ar Ru Da gutuilh brulu. Met arabat kutuilh linad, N'eo ket mat ! Flemmañ a ra ! Maryvonne
2 décembre 2009

An neizh

War ar c'hleuz ur wezenn vras, War ar wezenn un neizh bras, War an neizh, ur big vras, War ar big 'z eus plu bras Da lakaat war tog Soaz. Naïg
2 décembre 2009

Ar Frouezh

Ar sivi 'oa o c'hoari An aval 'oa o tañsal Ar per 'oa o fardañ boued Ar c'herez 'oa o laerezh Ar rezin 'oa o evañ gwin Ar bananez 'oa oc'h evañ laezh Nag a drouz, Nag a drouz Gant ar frouezh ! Maryvonne
Publicité
<< < 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 > >>
Kanaouennoù ha rimadelloù evit ar vugale
  • Demat ! Kavout a rit aman kanaouennoù ha rimadelloù evit ho klasoù. Lakaat a ran tout an traoù em eus dastumet dija. Gallout a rit ouzhpennan traoù : titl ar blog evit mont e-barzh, kanaouennoù evit ar ger tremen ... mersi bras deoc'h holl!
  • Accueil du blog
  • Créer un blog avec CanalBlog
Publicité
Newsletter
Publicité