Canalblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Publicité

Kanaouennoù ha rimadelloù evit ar vugale

2 décembre 2009

Ar pemp biz

An hini tevañ eo hemañ, An hini gwellañ eo hemañ, An hini brasañ eo hemañ, An hini bravañ eo hemañ, Hag an hini bihanañ eo hemañ Met n'eo ket an hini sotañ !
Publicité
2 décembre 2009

Ar biz bihan o vont d'ar skol

Ur biz bihan o vont d'ar skol Daou viz bihan o vont d'ar skol Tri biz bihan o vont d'ar skol Pevar biz bihan o vont d'ar skol Pemp biz bihan o vont d'ar skol Hag e redont, hag e redont, Hag e redont war ar pont. Un dorn bihan o vont d'ar skol Daou zorn...
2 décembre 2009

Lost al louarn

Ar biz bihan A zo hir ha moan Evel lost al louarn Da furchal em skouarn Diouzh ar mintin pa zihunan Ez a alies ma biz bihan. Jakez
2 décembre 2009

Ar biz meud

Ar biz meud ouzh ar biz meud, Pehini an hini kreñvañ ? Hini ebet, genaouog, Heñvel poch int o daou ! Ar biz yod ouzh ar biz yod, Pehini an hini sotañ ? Hini ebet, genaouog, Heñvel mat int o daou ! Ar biz bras ouzh ar biz bras, Pehini an hini brasañ ?...
2 décembre 2009

Gutu Gutu, Mari Spilhoù

Gutu Gutu, Mari Spilhoù, Pelec'h emañ ma spilhoù ? Pe en dorn kleiz, Pe en dorn dehoù, Peseurt dorn az po ?
Publicité
2 décembre 2009

Ar yarig (c'hoari mouchig-dall)

Doupa ! Doupa ! Gant ar gelienenn : E peseurt dorn emañ ar spilenn ? Pe en dorn dehou, pe en dorn kleiz ? Em skouarn, eme ar bleiz.
2 décembre 2009

Dall, mut, pe vouzar

Gwelout a ran gant ma daoulagad, Nemet dall e vefen ! Klevout a ran gant ma diskouarn, Nemet bouzar e vefen ! Kaozeal a ran gant ma teod, Nemet mut e vefen ! Maryvonne
2 décembre 2009

c'hwezan

C'hwez an te hag ar c'hafe A zo gant merc'hed Landerne ; C'hwez an tiñ hag ar roz gwenn A zo gant merc'hed Lesneven ; C'hwez ar bezin hag ar brug A zo gant merc'hed Telgruc ; C'hwez ar bezin hag ar mor A zo gant merc'hed an Arvor.
2 décembre 2009

Rimadell ar c'horf

Piv ra unan ? Me ma unan. Piv ra daou ? Divskouarn Laou. Piv ra tri ? Daoulagad ha fri. Piv ra pevar ? Daoulin, daouilin me lâr. Pir ra pemp ? Ar bizied din ! Piv ra c'hwec'h ? Divfron, divc'harr, divrec'h. Piv ra seizh ? Toulloù ar penn, kostez ha kreiz...
2 décembre 2009

Ar c'horf

Poum, poum, poum, ar penn, I, i i, ar fri ! Ou, ou, ou, ar genou ! Oua ! Oua ! Ar skouarn ! A! …..... al lagad ! Trot ! Trot ! Trot ! An troad ! Dou ! Dou! Dou ! An dorn ! Oñ ! Oñ ! Oñ ! Ar blev ! Maryvonne
Publicité
<< < 10 11 > >>
Kanaouennoù ha rimadelloù evit ar vugale
  • Demat ! Kavout a rit aman kanaouennoù ha rimadelloù evit ho klasoù. Lakaat a ran tout an traoù em eus dastumet dija. Gallout a rit ouzhpennan traoù : titl ar blog evit mont e-barzh, kanaouennoù evit ar ger tremen ... mersi bras deoc'h holl!
  • Accueil du blog
  • Créer un blog avec CanalBlog
Publicité
Newsletter
Publicité