Canalblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Publicité
Kanaouennoù ha rimadelloù evit ar vugale
23 décembre 2009

An avaloù

Bout a oa ur plac'hig hag a yae d'ar marc'had. War he fenn hi doa lakaet tri aval 'barzh ur baner. An aval rae rouli-roula An aval rae rouli-roula Graet tri paz war-raok. Graet tri paz a-dreñv. Tri paz war an tu. Tri paz war un tu all.
Publicité
23 décembre 2009

ur maligorn dindan ar glav

Ur maligorn dindan ar glav Ur maligorn dindan ar glav Fall eo an amzer, 'benn warc'hoazh 'vo brav. Daou valigorn dindan ar glav Fall eo an amzer, 'benn warc'hoazh 'vo brav. Tri maligorn dindan ar glav Fall eo an amzer, 'benn warc'hoazh 'vo brav.
23 décembre 2009

A-benn dilun

A-benn dilun ez in d'ar foar ha me a breno ur c'hog. Kokokok a raio ma c'hog. Ko kokorikero A-benn dimeurzh ez in d'ar foar ha me a breno ur yar. Kakakak a raio ma yar; Kokokok a raio ma c'hog; Ko kokorikero A-benn dimerc'her ez in d'ar foar ha me a breno...
16 décembre 2009

Nozvezh Nedeleg

Noz eo, noz eo, Kousket an holl er vro. Ar stered, nemeto, a chom c'hoazh dihunet, Ar stered, nemeto, Hag an Tad Nedeleg. Tik-tak, ret eo dezhañ ... tik-tak ... degas ar profoù ... tik-tak ... d'ar bugaligoù. Tik-tak, ret eo dezhañ ... tik-tak ... dindan...
2 décembre 2009

Piv 'vo ar roue ?

Piv, piv 'vo ar roue ? Piv a vo roue ar vugael ? N'emañ ket ganin ar favenn, debromp, debromp ar gwachenn ! N'emañ ket ganit ar favenn … N'emañ ket gantañar favenn … N'emañ ket ganti ar favenn … Chom a ra un tamm bihan, ganin 'vo debret buan ! J-L Ro...
Publicité
2 décembre 2009

Dañsit bugale

Ar bleiz n'emañ ket aze, troit, troit bugale. Ar bleiz n'emañ ket aze, dañsit, dañsit bugale. Ha pa zeuio, c'hwi a savo un ti bihan, un ti, buan ! Ha pa zeuio, c'hwi az aio en ti bihan, en ti, buan ! Ha pa zeuio, c'hwi a sañso en ti bihan, en ti, buan...
2 décembre 2009

Pokoù

Dao, dao, dao, digorit an nor ! Dao, dao, dao, pokoù m'eus evidoc'h : Pokoù ruz, pokoù roz, Pokoù deiz, pokoù noz. Pokoù nij, pokoù skañv, Pokoù skuizh, pokoù klañv. t;/p> Pokoù start, pokoù trouz Pokoù seiz, pokoù dous. Pokoù yen, pokoù goañv, Pokoù...
2 décembre 2009

Livioù ar bed

Setu un dresadenn, unan na du na gwenn. Setu un dresadenn, 'vel ur ganevedenn. Holl livioù ar bed, war ar follenn, mesket. N'eo ket ken diaes reiñ livioù d'ar vuhez, n'eus nemet sellet ouzh livioù ar bed. Setu ur ganaouenn ... … en notennoù, mesket. Setu...
2 décembre 2009

Al lapin hag al louarn

Ur skouarn … divskouarn a-dreuz … Setu ul lapin, ul lapin ! Ul louarn, daou louarn o deus … Gwelet al lapin, daou louarn fin ! Ur skouarn, divskouarn … aon m' eus ! Kuzhet al lapin. 'benn ar fin ! J-L Roudaut
2 décembre 2009

Pik-Pok

Pikoù, pikoù, pikoù du, War gein ar vuoc'hig doue. Pokoù, pokoù, pokoù trouz War zijvod ar vugale. J-L Roudaut
Publicité
1 2 3 > >>
Kanaouennoù ha rimadelloù evit ar vugale
  • Demat ! Kavout a rit aman kanaouennoù ha rimadelloù evit ho klasoù. Lakaat a ran tout an traoù em eus dastumet dija. Gallout a rit ouzhpennan traoù : titl ar blog evit mont e-barzh, kanaouennoù evit ar ger tremen ... mersi bras deoc'h holl!
  • Accueil du blog
  • Créer un blog avec CanalBlog
Publicité
Newsletter
Publicité