Canalblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Publicité

Kanaouennoù ha rimadelloù evit ar vugale

2 décembre 2009

An alc'hweder

Pignat a ran, pignat a ran, Pignat a rankan. Kouezhañ a ran, kouezhañ a ran Terriñ ma goug a rin ma kouezhan Kouezhañ a ran, kouezhañ a ran E puñs an ifern e kouezhan.
Publicité
2 décembre 2009

An alc'hweder

Sant Pêr, digor din, Biken mui ne bec'hin Digor 'ta, digor, Digor da zor ! Kemer truez ouzin Pe ma gouzoug a dorrin. Sell an douar pegen izel Ha me pegen uhel ! Bouzar out Pe n'ez out ? Mouzad rez hag e rez ? Mad, Pêr, gra da benn Me zo vont da ziskenn,...
2 décembre 2009

O koua koua koua eme ar vran, Na kaered eo bezañ

O koua koua koua eme ar vran, Na kaered eo bezañ d'an tan ! O kik kik kik eme ar big, Na kaer eo bezañ war ar billig ! Ya ya ya eme ar voualc'h, Dreist pep tra pa vez yod e-barzh ! Rihiki eme ar melenig, kaer eo bezañ e-tal ar billig ! O! O! O! Eme ar...
2 décembre 2009

Ar big

Ar big 'deus graet he neizh 'Beg ar wezenn-bupli Bremañ 'tofo e-kreiz Emichañs pevar vi. Pevar vi briket glas 'roio piged bihan Ma mirez ouzh ar c'hazh D'o debriñ d'e goan. Naig
2 décembre 2009

Ar c'had (c'hoari gant bizied)

Amañ emañ ar prad A zo bet peuret gant ar c'had. Hemañ 'neus he gwelet, Hemañ 'neus he zapet, Hemañ 'neus he fritet Hemañ 'neus he debret Hemañ 'neus ket bet tamm, 'met un askornig kamm, Oa aet d'ar gêr da lâr d'e vamm Hag ao roet dezhañ un tamm bara-amann...
Publicité
2 décembre 2009

Ar c'hwen

Pa gavi ma c'hazig du Degas anezhañ diouzhtu Ha pa gavi ma c'hi gwenn Diwall da dapout c'hwen ! Naïg
2 décembre 2009

Laou !

Skrab, skrab, skrab ma mamm ! Debron am eus, War ma fenn, E-touez ma blev ! Ehan, ehan, ehan, ma mab ! Lazhet em eus al laou, War da benn ' Touez da vlev ! Maryvonne
2 décembre 2009

O ! Kaoc'h ki !

Kaoc'h ki du ha kaoc'h ki gwenn Skrab al laou en da benn ! Kaoc'h ki gwenn ha kaoc'h ki du Skrab ar c'hwen a bep tu. O ! Kaoc'h ki ! Goulc'han
2 décembre 2009

Hei ! Hei! Hei !

Hei, hei, hei ! Dip-ha-doup War ar gazeg, war ar gazeg, Hei, hei, hei ! Dip-ha-doup War ar gazeg da c'haloup. Dreist an drein, dreist an drein, Iwanig vihan, Iwanig viha, Dreist an drein, dreist an drein, Iwanig vihan zo war he c'hein.
2 décembre 2009

Ma buoc'h

Buoc'hig, buoc'hig, Perak emaout a vlejal ? Paotrig, paotrig, Goro ac'hanon raktal Ma c'hellin mont da ebatal, Er park bras gant ar re all ! Ha te ma faotrig, A evo ur bannig. Maryvonne
Publicité
<< < 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 > >>
Kanaouennoù ha rimadelloù evit ar vugale
  • Demat ! Kavout a rit aman kanaouennoù ha rimadelloù evit ho klasoù. Lakaat a ran tout an traoù em eus dastumet dija. Gallout a rit ouzhpennan traoù : titl ar blog evit mont e-barzh, kanaouennoù evit ar ger tremen ... mersi bras deoc'h holl!
  • Accueil du blog
  • Créer un blog avec CanalBlog
Publicité
Newsletter
Publicité