Suivre ce blog
Administration
Connexion
+
Créer mon blog
Publicité
Kanaouennoù ha rimadelloù evit ar vugale
Catégories
Evn
Loened an ti-feurm
Ar bed
An amzer
C'hoari bizied
Kontan
Korf
Loened gouez
Boued
Diskar-amzer
Frouezh
Luskellerez
C'hwen ha laou
Dañsal
Familh
Marabouboudfisel
5 skiant
Meurlarjez
Nedeleg
Bloavezh mat
C'hoarioù lammat war ar varlenn
Dilhad
En em lec'hian
Livioù
Pokoù
Verboù ober
Plantennoù
Deizioù ar sizhun
Gouel ar rouaned
Keginan
2 décembre 2009
Tud an ti
Deus amañ buan ma merc'h Da zastum kolo kerc'h. Deus ivez te ma mab Asambles gant da dad. Er park ez eus ur vaouez O tennañ karotez Ret eo labourat bemdez Pe e chomomp dibourvez. Naïg
Publicité
2 décembre 2009
Beg Figus
Ma Lellig, petra 'po da zebriñ ? Soubenn garotez pe soubenn laezh ? Nann, nann, ne blij ket din ar soubenn Un tamm bara amann zo mat din ! Ma Lellig, petra 'po da zebriñ ? Kig moc'h, pe kig leue ? Nann, nann, ne blij ket din ar c'hig Un tamm bara amann...
2 décembre 2009
Ar fornigell
War fornigell ar gegin 'z eus o poazhañ kig bevin Karotez leun a lipig Piz bihan glas ha silzig.
2 décembre 2009
Petra vo da zijuniñ ?
Petra vo da zijuniñ ? Laezh da bep hini ! Petra vo da lein ? Pesked hep drein ! Petra vo da verenn vihan ? Un tamm bara amann ! Petra vo da goan ? Un tamm fars buan ! Maryvonne
2 décembre 2009
Meurlarjez
Pa zeuio Meurlarjez, Ni a raio krampouezh Gant bleud gwenn ha laezh dous Hag vioù ar yarig rous ; Ur fri-maskl da Juli D'ober Termaji ! Naïg
Publicité
2 décembre 2009
Ar predoù
Diouzh ar mintin abred Debriñ 'vez ret. Da greisteiz e vo ur pred Gant kig pe gant pesked. En distro eus ar skol Merenn vihan war an daol. Diouzh an noz e vo koan Ha koazioù en-dro d'an tan. Naïg
2 décembre 2009
Ma faotrig, ret eo dit
Ma faotrig, ret eo dit lakaat Da dog evit mont maez ! Ma faotrig, ret eo dit lakaat Da skarp evit mont maez ! Ma faotrig, ret eo dit lakaat Da vantell evit mont maez ! Ma faotrig, ret eo dit lakaat Da votoù evit mont maez ! Nann, nann n'ez in ket er maez,...
2 décembre 2009
Ma dilhad
Ma botoù zo toull Ma loeroù zo lous Ma bragez zo er-maez Ma sae-stamm a zo re vihan. Mamm, mamm, peseurt dilhad e lakaan ? Maryvonne
2 décembre 2009
Bizig bihan, bizig kontent, biz flourig, liper
Bizig bihan, bizig kontent, biz flourig, liper yod ha boser laou !
2 décembre 2009
Bizig bihanik, Bizig bizoù, Biz mignonik, liperig
Bizig bihanik, Bizig bizoù, Biz mignonik, liperig yod, ha boserig laou !
Publicité
<<
<
1
2
3
4
5
6
7
8
9
10
>
>>
Kanaouennoù ha rimadelloù evit ar vugale
Demat ! Kavout a rit aman kanaouennoù ha rimadelloù evit ho klasoù. Lakaat a ran tout an traoù em eus dastumet dija. Gallout a rit ouzhpennan traoù : titl ar blog evit mont e-barzh, kanaouennoù evit ar ger tremen ... mersi bras deoc'h holl!
Accueil du blog
Créer un blog avec CanalBlog
Publicité
Recherche
Flux RSS
Contacter le propriétaire du blog
Newsletter
Email
Publicité