Canalblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Publicité
Kanaouennoù ha rimadelloù evit ar vugale
an amzer
2 décembre 2009

Noz ha deiz

Noz eo, an dud a zo kousket, Setu al loar hag ar stered. Yen eo, tan a zo en oaled, Rak gwelout a reomp ar moged. Deiz eo, an dud zo laouen, An oabl emañ an heol melen. Tomm eo, setu ur vleunienn wenn, O tiskouez he fenn er flourenn! Yann-Baol
Publicité
2 décembre 2009

An Hañv

An hañv a zo skañv e-giz ur pluñv gouenili An hañv a zo skañv pa bar an heol Da zeviñ an hentoù hag an estreved glas An hañv tomm a zisec'h ma gourlanchenn. Liliane
2 décembre 2009

Diskar-amzer

Ar mor gris davat o lipat ar garreg zu Ar bagoù skuizh en em damolodiñ Ha war ar maezioù bolc'hoù kesten tarzhet Pa zigouezh an diskar-amzer ruz ha du. Liliane
2 décembre 2009

Nevez amzer

Pa teu sklaer ha splann an oabl Pa c'hwitell al laboused abred diouzh ar mintin Heñvel ouzh ur bagagig sonerien, poent bras Lammat diouzh o kwele evit mont d'ar prad. Liliane
2 décembre 2009

Ar Goañv

Miz Du, Miz Kerzu, An noz hag ar glav, Ar glav hag an noz Betek ar gêr a ya ar vigoudenn Didrouz da rouz an noz Penn-da-benn an hent, O soñjal klask ar wrez Hag an disglav Pa gresk an avel kornog Tomm eo b'ar gêr Ha splann ar gouloù. Liliane
Publicité
2 décembre 2009

Glav

Glav, glav, glav a ra hiziv. Gleb gleb, gleb eo ma botoù ! Ma botoù ha ma bragoù, O redek war ar staedoù ! Yann-Baol
2 décembre 2009

An avel

Dao dao dao ! Piv a sko war an nor ? Dao dao dao ! Piv a c'houlenn digor ? An avel eo a sko war an nor, An evel eo a c'houlenn digor. Fou fou fou ! A lâr an avel, Fou fou fou ! Me zo deuet a-bell O nijal uhel a-denn-askell, Ne glevit ket ma mouezh o c'hervel...
2 décembre 2009

An amzer

Pounner an amzer, Amzer zo ganti Glav bras vo emberr Buan da c'houdoriñ Deomp en disglav Dindan al lab-karr Dizale hep mar Teuio an amzer vrav. Goulc'han
Publicité
Kanaouennoù ha rimadelloù evit ar vugale
  • Demat ! Kavout a rit aman kanaouennoù ha rimadelloù evit ho klasoù. Lakaat a ran tout an traoù em eus dastumet dija. Gallout a rit ouzhpennan traoù : titl ar blog evit mont e-barzh, kanaouennoù evit ar ger tremen ... mersi bras deoc'h holl!
  • Accueil du blog
  • Créer un blog avec CanalBlog
Publicité
Newsletter
Publicité