Canalblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Publicité
Kanaouennoù ha rimadelloù evit ar vugale
ar bed
2 décembre 2009

Livioù ar bed

Setu un dresadenn, unan na du na gwenn. Setu un dresadenn, 'vel ur ganevedenn. Holl livioù ar bed, war ar follenn, mesket. N'eo ket ken diaes reiñ livioù d'ar vuhez, n'eus nemet sellet ouzh livioù ar bed. Setu ur ganaouenn ... … en notennoù, mesket. Setu...
Publicité
2 décembre 2009

An tren bihan

Tren, tren, tren bihan, O tremen, o tremen, Tren, tren, tren bihan, O tremen kichen an hent. C'hoant 'n eus tren bihan, Mont da bourmen, mont da bourmen C'hoant 'n eus tren bihan Mont da bourmen war an hent. Chom, chom, tren bihan, War al linenn, war...
2 décembre 2009

Ar Malamokoù

Ar malamokoù leun a statijenn Hag a esperañs zo o vont Da dreuziñ ar mor war zu Iwerzhon E-giz laboused libr ha laouen Ar malamokoù a zigor Ar mor bras da c'hounez o buhez Pa teu ar mare lanv Ar mare pesketa. Liliane
2 décembre 2009

Dip ha dapa

Dip ha dapa Marc'hig Glaoda Dre ar vanell 'vont da c'hovell Dre ar riboull Da Bempoull Dre an dorgenn D'ar Gerbenn Dre an dosenn Da Lesneven. Naïg
2 décembre 2009

Ar Ger Vras

Ha dont a rafes ganin warc'hoazh Da bourmen 'barzh ar gêr vras? Eno e vez kavet meur a stal Digor an devezh pad, Boued leizh ar stalioù Dilhad mat ha marc'had-mat Hep disoñjal a bep seurt c'hoarielloù ! Maryvonne
Publicité
2 décembre 2009

Arabat

Arabat treuziñ an hent bras Hep sellout en daou benn, Arabat gwalc'hiñ ar c'hazh Eñ oar en em gempenn. Naïg
2 décembre 2009

War an hent

War an hent ledan Per gant e garr-tan A zo 'vont e kêr Da brenañ botoù ler. Naïg
2 décembre 2009

Ar wenodenn

Ar wenodenn a gas d'ar skol A dreuz ar prad 'hed ar ganol Diwall ! O diwall ma Lellig An dour 'zo laer evel ar bik !
2 décembre 2009

Lorgnezh

Pa welan an aod leun a lorgnezh du Ma c'halon a skrij. Pa welan al labousigoù tapet en eoul du Faouatañ a ra c'halon. Pa welan ma bro Distrujet gant an diskiant Selaou a ran ma zud-kozh En em glemm Ha mervel a ra ma c'halon. Liliane
Publicité
Kanaouennoù ha rimadelloù evit ar vugale
  • Demat ! Kavout a rit aman kanaouennoù ha rimadelloù evit ho klasoù. Lakaat a ran tout an traoù em eus dastumet dija. Gallout a rit ouzhpennan traoù : titl ar blog evit mont e-barzh, kanaouennoù evit ar ger tremen ... mersi bras deoc'h holl!
  • Accueil du blog
  • Créer un blog avec CanalBlog
Publicité
Newsletter
Publicité