Canalblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Publicité
Kanaouennoù ha rimadelloù evit ar vugale
boued
2 décembre 2009

Ar fornigell

War fornigell ar gegin 'z eus o poazhañ kig bevin Karotez leun a lipig Piz bihan glas ha silzig.
Publicité
2 décembre 2009

Beg Figus

Ma Lellig, petra 'po da zebriñ ? Soubenn garotez pe soubenn laezh ? Nann, nann, ne blij ket din ar soubenn Un tamm bara amann zo mat din ! Ma Lellig, petra 'po da zebriñ ? Kig moc'h, pe kig leue ? Nann, nann, ne blij ket din ar c'hig Un tamm bara amann...
2 décembre 2009

Petra vo da zijuniñ ?

Petra vo da zijuniñ ? Laezh da bep hini ! Petra vo da lein ? Pesked hep drein ! Petra vo da verenn vihan ? Un tamm bara amann ! Petra vo da goan ? Un tamm fars buan ! Maryvonne
2 décembre 2009

Meurlarjez

Pa zeuio Meurlarjez, Ni a raio krampouezh Gant bleud gwenn ha laezh dous Hag vioù ar yarig rous ; Ur fri-maskl da Juli D'ober Termaji ! Naïg
2 décembre 2009

Ar predoù

Diouzh ar mintin abred Debriñ 'vez ret. Da greisteiz e vo ur pred Gant kig pe gant pesked. En distro eus ar skol Merenn vihan war an daol. Diouzh an noz e vo koan Ha koazioù en-dro d'an tan. Naïg
Publicité
Kanaouennoù ha rimadelloù evit ar vugale
  • Demat ! Kavout a rit aman kanaouennoù ha rimadelloù evit ho klasoù. Lakaat a ran tout an traoù em eus dastumet dija. Gallout a rit ouzhpennan traoù : titl ar blog evit mont e-barzh, kanaouennoù evit ar ger tremen ... mersi bras deoc'h holl!
  • Accueil du blog
  • Créer un blog avec CanalBlog
Publicité
Newsletter
Publicité