Canalblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Publicité
Kanaouennoù ha rimadelloù evit ar vugale
frouezh
23 décembre 2009

An avaloù

Bout a oa ur plac'hig hag a yae d'ar marc'had. War he fenn hi doa lakaet tri aval 'barzh ur baner. An aval rae rouli-roula An aval rae rouli-roula Graet tri paz war-raok. Graet tri paz a-dreñv. Tri paz war an tu. Tri paz war un tu all.
Publicité
2 décembre 2009

Me 'm eus ur wezennig, 'dreñv ma zi : Pevar avel

Me 'm eus ur wezennig, 'dreñv ma zi : Pevar avel ruz en enni; Unan din, unan d'am mestrez, Ha daou d'am c'hamaradez.
2 décembre 2009

Ar Frouezh

Ar sivi 'oa o c'hoari An aval 'oa o tañsal Ar per 'oa o fardañ boued Ar c'herez 'oa o laerezh Ar rezin 'oa o evañ gwin Ar bananez 'oa oc'h evañ laezh Nag a drouz, Nag a drouz Gant ar frouezh ! Maryvonne
2 décembre 2009

An daou aval

Aval ruz, avalig melen, C'hwi zo brav aze er wezenn, Aval ruz, avalig melen, Dindan lagad an heol laouen. Aval ruz, avalig melen, Setu an avel o tremen, Aval ruz, avalig melen, Kouezhañ a rit war ar flourenn. Aval ruz, avalig melen, Me m'eus ivez dentigoù...
Publicité
Kanaouennoù ha rimadelloù evit ar vugale
  • Demat ! Kavout a rit aman kanaouennoù ha rimadelloù evit ho klasoù. Lakaat a ran tout an traoù em eus dastumet dija. Gallout a rit ouzhpennan traoù : titl ar blog evit mont e-barzh, kanaouennoù evit ar ger tremen ... mersi bras deoc'h holl!
  • Accueil du blog
  • Créer un blog avec CanalBlog
Publicité
Newsletter
Publicité