Canalblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Publicité
Kanaouennoù ha rimadelloù evit ar vugale
2 décembre 2009

Bloavezh mat

Kozh ha yaouank, bras ha bihan, Bloavezh mat deoc'h a reketan : Dilahd didoull war ho tivskoaz, Labour didorr, yod silet poaz, Kerc'h ha gwiniz leiz an irc'hier Krampouezh lardet a-gorvajoù, Kig-ha-fars a-grabanajoù, Aman melen, laezh ha ribot, Da gousket...
Publicité
2 décembre 2009

Dip ha dapa

Dip ha dapa Marc'hig Glaoda Dre ar vanell 'vont da c'hovell Dre ar riboull Da Bempoull Dre an dorgenn D'ar Gerbenn Dre an dosenn Da Lesneven. Naïg
2 décembre 2009

Ar Ger Vras

Ha dont a rafes ganin warc'hoazh Da bourmen 'barzh ar gêr vras? Eno e vez kavet meur a stal Digor an devezh pad, Boued leizh ar stalioù Dilhad mat ha marc'had-mat Hep disoñjal a bep seurt c'hoarielloù ! Maryvonne
2 décembre 2009

Gouel Mamm

Deomp d'ar verjez Da gutuilh frouezh. Deomp war ar maez Da glask bokedoù-laez. Goude, ni a gano Gouel mamm 'zo hiziv ! Naïg
2 décembre 2009

Arabat

Arabat treuziñ an hent bras Hep sellout en daou benn, Arabat gwalc'hiñ ar c'hazh Eñ oar en em gempenn. Naïg
Publicité
2 décembre 2009

War an hent

War an hent ledan Per gant e garr-tan A zo 'vont e kêr Da brenañ botoù ler. Naïg
2 décembre 2009

Ma louzoù

Poan benn 'm eus Poan skouarn em eus Poan gouzoug 'm eus Poan gof 'm eus Poan divesker 'm eus Mamm ! Mamm ! Ro louzoù din buan Ma c'hellin pareañ ! Maryvonne
2 décembre 2009

Ar wenodenn

Ar wenodenn a gas d'ar skol A dreuz ar prad 'hed ar ganol Diwall ! O diwall ma Lellig An dour 'zo laer evel ar bik !
2 décembre 2009

Lorgnezh

Pa welan an aod leun a lorgnezh du Ma c'halon a skrij. Pa welan al labousigoù tapet en eoul du Faouatañ a ra c'halon. Pa welan ma bro Distrujet gant an diskiant Selaou a ran ma zud-kozh En em glemm Ha mervel a ra ma c'halon. Liliane
2 décembre 2009

Noz ha deiz

Noz eo, an dud a zo kousket, Setu al loar hag ar stered. Yen eo, tan a zo en oaled, Rak gwelout a reomp ar moged. Deiz eo, an dud zo laouen, An oabl emañ an heol melen. Tomm eo, setu ur vleunienn wenn, O tiskouez he fenn er flourenn! Yann-Baol
Publicité
<< < 1 2 3 4 5 6 7 8 > >>
Kanaouennoù ha rimadelloù evit ar vugale
  • Demat ! Kavout a rit aman kanaouennoù ha rimadelloù evit ho klasoù. Lakaat a ran tout an traoù em eus dastumet dija. Gallout a rit ouzhpennan traoù : titl ar blog evit mont e-barzh, kanaouennoù evit ar ger tremen ... mersi bras deoc'h holl!
  • Accueil du blog
  • Créer un blog avec CanalBlog
Publicité
Newsletter
Publicité