Canalblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Publicité
Kanaouennoù ha rimadelloù evit ar vugale
2 décembre 2009

Ar c'hwen

Pa gavi ma c'hazig du Degas anezhañ diouzhtu Ha pa gavi ma c'hi gwenn Diwall da dapout c'hwen ! Naïg
Publicité
2 décembre 2009

Laou !

Skrab, skrab, skrab ma mamm ! Debron am eus, War ma fenn, E-touez ma blev ! Ehan, ehan, ehan, ma mab ! Lazhet em eus al laou, War da benn ' Touez da vlev ! Maryvonne
2 décembre 2009

O ! Kaoc'h ki !

Kaoc'h ki du ha kaoc'h ki gwenn Skrab al laou en da benn ! Kaoc'h ki gwenn ha kaoc'h ki du Skrab ar c'hwen a bep tu. O ! Kaoc'h ki ! Goulc'han
2 décembre 2009

Hei ! Hei! Hei !

Hei, hei, hei ! Dip-ha-doup War ar gazeg, war ar gazeg, Hei, hei, hei ! Dip-ha-doup War ar gazeg da c'haloup. Dreist an drein, dreist an drein, Iwanig vihan, Iwanig viha, Dreist an drein, dreist an drein, Iwanig vihan zo war he c'hein.
2 décembre 2009

Ma buoc'h

Buoc'hig, buoc'hig, Perak emaout a vlejal ? Paotrig, paotrig, Goro ac'hanon raktal Ma c'hellin mont da ebatal, Er park bras gant ar re all ! Ha te ma faotrig, A evo ur bannig. Maryvonne
Publicité
2 décembre 2009

Marc'h Alanig

Marc'h Alanig a ya da Vrest Dishouarn ha digabestr Dre an drein ha dre ar mein Alanig war e gein Gwenole war e lost Da c'haloup, da c'haloup, da c'haloup, Da gas al lizher d'an ti-post ! Naïg
2 décembre 2009

Maligornig

Malogorn, maligornig, Kouskit c'hoazh ur pennadig. Er-maez eo tomm an amzer, Ha n'ho peus netra d'ober. Koumoulenn, koumoulennig,< /span> Deut amañ , deuit koustadig. Lakait ar glav da gouezhañ Poent eo labourat bremañ ! Maligorn, maligornig, Tennit er-maez...
2 décembre 2009

Logodennig

Ul logodennig o vont d'he zoullig, Ur pikol kazh ruz o kerzhout a-ruz, Buan logodennig ! Kae barzh da doullig ! Sellomp dre ar prenestr. Petra a wallomp-ni ? Ul logodenn vihan O kousket en he zi. Yann-Baol
2 décembre 2009

Targazh

Targazh, Targazh, aze emaout ? Nann, nann, n'emaon ket, n'emaon ket. Targazh, Targazh, aze emaout ? Logodennig, diwall ouzhit ! Yann-Baol
2 décembre 2009

Ar c'hazh

Mouroù, mouroù, setu ar c'hazh, Skilfoù, skilfoù, an Aotroù kazh. Skilfoù e-barzh, skilfoù er-maez, An Aotrou kazh a c'houlenn laezh ! Yann-Baol
Publicité
<< < 1 2 3 4 5 6 7 8 > >>
Kanaouennoù ha rimadelloù evit ar vugale
  • Demat ! Kavout a rit aman kanaouennoù ha rimadelloù evit ho klasoù. Lakaat a ran tout an traoù em eus dastumet dija. Gallout a rit ouzhpennan traoù : titl ar blog evit mont e-barzh, kanaouennoù evit ar ger tremen ... mersi bras deoc'h holl!
  • Accueil du blog
  • Créer un blog avec CanalBlog
Publicité
Newsletter
Publicité