Canalblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Publicité
Kanaouennoù ha rimadelloù evit ar vugale
2 décembre 2009

Ti ma c'hi

Rititi lâr ma c'hi, Benn ar bloaz me savo un ti. Ratata lâr ma c'hazh, Me yelo dre ar prenestr da gac'hat e barzh ! Rititi lâr ma c'hi, 'rin ket prenestr 'bet barzh ma zi. Ratata lâr ma c'hazh, Me yelo dre an nor da gac'hat e barzh ! Rititi lâr ma c'hi,...
Publicité
2 décembre 2009

Ar c'hi Taio

Taio 'zo aet da foetañ bro Pa deuio Taio en-dro e vo staget ouzh e bav Ur gordenn hir graet gant kolo Naïg
2 décembre 2009

Marabouboudficelseldechval ...

Pet eur eo ? Nav eur hanter. Piv n'eus lâret ? Al logodenn. Pelec'h emañ ? Er chapel-wenn. Oc'h ober petra ? Ober goulou. Peseurt goulou ? Goulou koar. Peseurt koar ? Koar melen. Peseurt melen ? Melen vi. Peseurt vi ? Vi yar. Peseurt yar ? Yar wenn. Peseurt...
2 décembre 2009

C'hoarioù lammat war ar varlenn

Hei 'ta marc'hig, Pelec'h emañ da barkig ? Pe emañ pell, pe emañ tost Deus d'ar gêr a-raog an noz
2 décembre 2009

Tud an ti

Deus amañ buan ma merc'h Da zastum kolo kerc'h. Deus ivez te ma mab Asambles gant da dad. Er park ez eus ur vaouez O tennañ karotez Ret eo labourat bemdez Pe e chomomp dibourvez. Naïg
Publicité
2 décembre 2009

Beg Figus

Ma Lellig, petra 'po da zebriñ ? Soubenn garotez pe soubenn laezh ? Nann, nann, ne blij ket din ar soubenn Un tamm bara amann zo mat din ! Ma Lellig, petra 'po da zebriñ ? Kig moc'h, pe kig leue ? Nann, nann, ne blij ket din ar c'hig Un tamm bara amann...
2 décembre 2009

Ar fornigell

War fornigell ar gegin 'z eus o poazhañ kig bevin Karotez leun a lipig Piz bihan glas ha silzig.
2 décembre 2009

Petra vo da zijuniñ ?

Petra vo da zijuniñ ? Laezh da bep hini ! Petra vo da lein ? Pesked hep drein ! Petra vo da verenn vihan ? Un tamm bara amann ! Petra vo da goan ? Un tamm fars buan ! Maryvonne
2 décembre 2009

Meurlarjez

Pa zeuio Meurlarjez, Ni a raio krampouezh Gant bleud gwenn ha laezh dous Hag vioù ar yarig rous ; Ur fri-maskl da Juli D'ober Termaji ! Naïg
2 décembre 2009

Ar predoù

Diouzh ar mintin abred Debriñ 'vez ret. Da greisteiz e vo ur pred Gant kig pe gant pesked. En distro eus ar skol Merenn vihan war an daol. Diouzh an noz e vo koan Ha koazioù en-dro d'an tan. Naïg
Publicité
<< < 1 2 3 4 5 6 7 8 > >>
Kanaouennoù ha rimadelloù evit ar vugale
  • Demat ! Kavout a rit aman kanaouennoù ha rimadelloù evit ho klasoù. Lakaat a ran tout an traoù em eus dastumet dija. Gallout a rit ouzhpennan traoù : titl ar blog evit mont e-barzh, kanaouennoù evit ar ger tremen ... mersi bras deoc'h holl!
  • Accueil du blog
  • Créer un blog avec CanalBlog
Publicité
Newsletter
Publicité