Canalblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Publicité
Kanaouennoù ha rimadelloù evit ar vugale
evn
2 décembre 2009

Yannig an difouper neizh

Kavet 'peus da saout 'ta Yannig, Kavet 'peus da saout 'ta ? - Ne 'm eus ket, ne 'm eus ket, Gwelloc'h 'geto 'm eus kavet Petra 'peus kavet 'ta Yannig, Petra 'peus kavet 'ta ? Un neizh pig, un neizh bran Hag un neizhig laouenan Peseurt vioù 'z'enno 'ta...
Publicité
2 décembre 2009

An neizh

War ar c'hleuz ur wezenn vras, War ar wezenn un neizh bras, War an neizh, ur big vras, War ar big 'z eus plu bras Da lakaat war tog Soaz. Naïg
2 décembre 2009

Pa gano ar goukoug, Ma buoc'h a vevo ; Ha pa gano

Pa gano ar goukoug, Ma buoc'h a vevo ; Ha pa gano an durzhunell, Mo laezh leun ma skudell ; Ha pa gano ar raned, Ma buoc'hig ar varv hep boued.
2 décembre 2009

Pa klevit an drask o kanañ Charreit koad d'ho

Pa klevit an drask o kanañ Charreit koad d'ho tommañ Pa klevit ar voualch goude-se, Taolit buan ho chupenn a-koste.
2 décembre 2009

Al laouennanig

Paon, paon ! Fanterr … Biah ! … n'eus den ? Unig hag unig devig ha devig teirig ha teirig mont a reont holl e em c'hofig !
Publicité
2 décembre 2009

Ar goukoug

Koukoukoug, Tokoù plouz. Koukoug, koukoug; Koukoug, pennoù touz, Lakait ho tokoù plouz. Me dorro ho koug ! Me dorro ho koug !
2 décembre 2009

Ar bochig-ruz

Sellet-me, sellet-me, Na pegen brav on ! Livet, livet, livet Ma brec'h, ma brec'h O peus gwelet, o peus gwelet E kargein plu e vrec'h (skrivet e oa e Gwenedeg, neuze m'eus skrivet traoù a-dreuz sur-walc'h ... a n'oaran ket petra a dalv "kargein" da vat...
2 décembre 2009

An alc'hweder

Pignat a ran, pignat a ran, Pignat a rankan. Kouezhañ a ran, kouezhañ a ran Terriñ ma goug a rin ma kouezhan Kouezhañ a ran, kouezhañ a ran E puñs an ifern e kouezhan.
2 décembre 2009

An alc'hweder

Mont a ran en neñv, en neñv, en neñv. Diaoul ! Diaoul ! Diaoul ! Kouezhañ en ifern a ran !
2 décembre 2009

An alc'hweder

Sant Pêr, digor din, Biken mui ne bec'hin Digor 'ta, digor, Digor da zor ! Kemer truez ouzin Pe ma gouzoug a dorrin. Sell an douar pegen izel Ha me pegen uhel ! Bouzar out Pe n'ez out ? Mouzad rez hag e rez ? Mad, Pêr, gra da benn Me zo vont da ziskenn,...
Publicité
1 2 > >>
Kanaouennoù ha rimadelloù evit ar vugale
  • Demat ! Kavout a rit aman kanaouennoù ha rimadelloù evit ho klasoù. Lakaat a ran tout an traoù em eus dastumet dija. Gallout a rit ouzhpennan traoù : titl ar blog evit mont e-barzh, kanaouennoù evit ar ger tremen ... mersi bras deoc'h holl!
  • Accueil du blog
  • Créer un blog avec CanalBlog
Publicité
Newsletter
Publicité