Ar podig pri
Me 'm eus ur podig
Peseurt podig?
Ur podig pri
Peseurt pri?
Pri melen
Peseurt melen?
Melen vi
Peseurt vi?
Vi ar yarig
Peseurt yarig?
Ur yarig wenn a lamm er-maez deus ar gartenn.
Me 'm eus ur podig
Peseurt podig?
Ur podig pri
Peseurt pri?
Pri melen
Peseurt melen?
Melen vi
Peseurt vi?
Vi ar yarig
Peseurt yarig?
Ur yarig wenn a lamm er-maez deus ar gartenn.
Ar yarig, ar yarig pelec'h emañ he zi?
En ur gambrig, en ur gambrig alc'hwezet eo warni
Mes me a dro hag a zistro
Keit am bo kavet tri
Hemañ pe houmañ emañ daet ganin
Bout a oa ur plac'hig hag a yae d'ar marc'had. War he fenn hi doa lakaet tri aval 'barzh ur baner. An aval rae rouli-roula An aval rae rouli-roula Graet tri paz war-raok. Graet tri paz a-dreñv. Tri paz war an tu. Tri paz war un tu all.
Ur maligorn dindan ar glav
Ur maligorn dindan ar glav
Fall eo an amzer,
'benn warc'hoazh 'vo brav.
Daou valigorn dindan ar glav
Fall eo an amzer,
'benn warc'hoazh 'vo brav.
Tri maligorn dindan ar glav
Fall eo an amzer,
'benn warc'hoazh 'vo brav.
Tad nedeleg, deuio du-mañ
Da zegas leun a brofoù kaer,
Ur prof din-me,
Ur prof dit-te,
Ha profoù brav evit mamm ivez
Skrabat a ra, skrab, skrab, skrab Flourañ a ra, flour, flour, flour Piñsañ a ra, aioù ! aioù ! Aioù ! Skeiñ a ra, pan ! pan ! pan! Hilligat a ra, guili, guili, guili ! Lavarout a ra, kenavo ! kenavo ! Ha kuitaat a ra...
Oa! O! Oa! O
Oa hopti, oa o!
Deuit du-mañ, ni 'c'hoario
Ni 'lako tan e lost ar bleiz
Oa hopti oa o
Meskañ an toaz, meskañ an toaz, meskañ an toaz,
Dibouloutañ ha dibouloutañ ha dibouloutañ.
Aozañ yod, aozañ yod, aozañ yod
Dibouloutañ ha dibouloutañ ha dibouloutañ.
A-benn dilun ez in d'ar foar ha me a breno ur c'hog.
Kokokok a raio ma c'hog.
Ko kokorikero
A-benn dimeurzh ez in d'ar foar ha me a breno ur yar.
Kakakak a raio ma yar;
Kokokok a raio ma c'hog;
Ko kokorikero
A-benn dimerc'her ez in d'ar foar ha me a breno un houad.
kwakwakwak a raio ma houad;
Kakakak a raio ma yar;
Kokokok a raio ma c'hog;
Ko kokorikero
A-benn diriou ez in d'ar foar ha me a breno ur c'hazh.
Miamiamiaw a raio ma c'hazh;
kwakwakwak a raio ma houad;
Kakakak a raio ma yar;
Kokokok a raio ma c'hog;
Ko kokorikero
A-benn digwener ez in d'ar foar ha me a breno ur jao.
Hinhinhin a raio ma jao;
Miamiamiaw a raio ma c'hazh;
kwakwakwak a raio ma houad;
Kakakak a raio ma yar;
Kokokok a raio ma c'hog;
Ko kokorikero
A-benn disadorn ez in d'ar foar ha me a breno ur gavr.
Begbegbeg a raio ma gavr;
Hinhinhin a raio ma jao;
Miamiamiaw a raio ma c'hazh;
kwakwakwak a raio ma houad;
Kakakak a raio ma yar;
Kokokok a raio ma c'hog;
Ko kokorikero
A-benn disul ez in d'ar foar ha me a breno ur vuoc'h.
Moumoumou a raio ma buoc'h;
Begbegbeg a raio ma gavr;
Hinhinhin a raio ma jao;
Miamiamiaw a raio ma c'hazh;
kwakwakwak a raio ma houad;
Kakakak a raio ma yar;
Kokokok a raio ma c'hog;
Ko kokorikero