Suivre ce blog
Administration
Connexion
+
Créer mon blog
Publicité
Kanaouennoù ha rimadelloù evit ar vugale
Catégories
Evn
Loened an ti-feurm
Ar bed
An amzer
C'hoari bizied
Kontan
Korf
Loened gouez
Boued
Diskar-amzer
Frouezh
Luskellerez
C'hwen ha laou
Dañsal
Familh
Marabouboudfisel
5 skiant
Meurlarjez
Nedeleg
Bloavezh mat
C'hoarioù lammat war ar varlenn
Dilhad
En em lec'hian
Livioù
Pokoù
Verboù ober
Plantennoù
Deizioù ar sizhun
Gouel ar rouaned
Keginan
Kanaouennoù ha rimadelloù evit ar vugale
>
Categories
>
Kanaouennoù ha rimadelloù evit ar vugale
23 décembre 2009
Ar podig pri
Me 'm eus ur podig Peseurt podig? Ur podig pri Peseurt pri? Pri melen Peseurt melen? Melen vi Peseurt vi? Vi ar yarig Peseurt yarig? Ur yarig wenn a lamm er-maez deus ar gartenn.
Publicité
23 décembre 2009
mammig-yar
Mammig-yar o skrabat, Poñsin o pigosat, Hag ar c'hi o lammat. Buan ! Buan ! deomp da guzhat !
23 décembre 2009
Ar yarig
Ar yarig, ar yarig pelec'h emañ he zi? En ur gambrig, en ur gambrig alc'hwezet eo warni Mes me a dro hag a zistro Keit am bo kavet tri Hemañ pe houmañ emañ daet ganin
23 décembre 2009
An avaloù
Bout a oa ur plac'hig hag a yae d'ar marc'had. War he fenn hi doa lakaet tri aval 'barzh ur baner. An aval rae rouli-roula An aval rae rouli-roula Graet tri paz war-raok. Graet tri paz a-dreñv. Tri paz war an tu. Tri paz war un tu all.
23 décembre 2009
ur maligorn dindan ar glav
Ur maligorn dindan ar glav Ur maligorn dindan ar glav Fall eo an amzer, 'benn warc'hoazh 'vo brav. Daou valigorn dindan ar glav Fall eo an amzer, 'benn warc'hoazh 'vo brav. Tri maligorn dindan ar glav Fall eo an amzer, 'benn warc'hoazh 'vo brav.
Publicité
23 décembre 2009
tad nedeleg
Tad nedeleg, deuio du-mañ Da zegas leun a brofoù kaer, Ur prof din-me, Ur prof dit-te, Ha profoù brav evit mamm ivez
23 décembre 2009
Petra a ra ma dorn?
Skrabat a ra, skrab, skrab, skrab Flourañ a ra, flour, flour, flour Piñsañ a ra, aioù ! aioù ! Aioù ! Skeiñ a ra, pan ! pan ! pan! Hilligat a ra, guili, guili, guili ! Lavarout a ra, kenavo ! kenavo ! Ha kuitaat a ra...
23 décembre 2009
Oa! hopti oa
Oa! O! Oa! O Oa hopti, oa o! Deuit du-mañ, ni 'c'hoario Ni 'lako tan e lost ar bleiz Oa hopti oa o
23 décembre 2009
Diboulout, diboulout
Meskañ an toaz, meskañ an toaz, meskañ an toaz, Dibouloutañ ha dibouloutañ ha dibouloutañ. Aozañ yod, aozañ yod, aozañ yod Dibouloutañ ha dibouloutañ ha dibouloutañ.
23 décembre 2009
A-benn dilun
A-benn dilun ez in d'ar foar ha me a breno ur c'hog. Kokokok a raio ma c'hog. Ko kokorikero A-benn dimeurzh ez in d'ar foar ha me a breno ur yar. Kakakak a raio ma yar; Kokokok a raio ma c'hog; Ko kokorikero A-benn dimerc'her ez in d'ar foar ha me a breno...
Publicité
1
2
3
4
5
6
7
8
9
10
>
>>
Kanaouennoù ha rimadelloù evit ar vugale
Demat ! Kavout a rit aman kanaouennoù ha rimadelloù evit ho klasoù. Lakaat a ran tout an traoù em eus dastumet dija. Gallout a rit ouzhpennan traoù : titl ar blog evit mont e-barzh, kanaouennoù evit ar ger tremen ... mersi bras deoc'h holl!
Accueil du blog
Créer un blog avec CanalBlog
Publicité
Recherche
Flux RSS
Contacter le propriétaire du blog
Newsletter
Email
Publicité