Canalblog
Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Publicité
Kanaouennoù ha rimadelloù evit ar vugale
2 décembre 2009

Diskar-amzer

Ar mor gris davat o lipat ar garreg zu Ar bagoù skuizh en em damolodiñ Ha war ar maezioù bolc'hoù kesten tarzhet Pa zigouezh an diskar-amzer ruz ha du. Liliane
Publicité
2 décembre 2009

An neizh

War ar c'hleuz ur wezenn vras, War ar wezenn un neizh bras, War an neizh, ur big vras, War ar big 'z eus plu bras Da lakaat war tog Soaz. Naïg
2 décembre 2009

C'hoarioù lammat war ar varlenn

Emañ ma mammig boned ruz Oc'h ober krampouezh gant ludu, Ha ma zad e penn an daol O kontañ arc'hant d'e fillor, Hag an hini bihan e lost an ti O tañsal gant lost ar c'hi.
2 décembre 2009

Dall, mut, pe vouzar

Gwelout a ran gant ma daoulagad, Nemet dall e vefen ! Klevout a ran gant ma diskouarn, Nemet bouzar e vefen ! Kaozeal a ran gant ma teod, Nemet mut e vefen ! Maryvonne
23 décembre 2009

ur maligorn dindan ar glav

Ur maligorn dindan ar glav Ur maligorn dindan ar glav Fall eo an amzer, 'benn warc'hoazh 'vo brav. Daou valigorn dindan ar glav Fall eo an amzer, 'benn warc'hoazh 'vo brav. Tri maligorn dindan ar glav Fall eo an amzer, 'benn warc'hoazh 'vo brav.
Publicité
2 décembre 2009

Ar c'had (c'hoari gant bizied)

Amañ emañ ar prad A zo bet peuret gant ar c'had. Hemañ 'neus he gwelet, Hemañ 'neus he zapet, Hemañ 'neus he fritet Hemañ 'neus he debret Hemañ 'neus ket bet tamm, 'met un askornig kamm, Oa aet d'ar gêr da lâr d'e vamm Hag ao roet dezhañ un tamm bara-amann...
2 décembre 2009

An alc'hweder

Pignat a ran, pignat a ran, Pignat a rankan. Kouezhañ a ran, kouezhañ a ran Terriñ ma goug a rin ma kouezhan Kouezhañ a ran, kouezhañ a ran E puñs an ifern e kouezhan.
2 décembre 2009

Meurlarjez

Pa zeuio Meurlarjez, Ni a raio krampouezh Gant bleud gwenn ha laezh dous Hag vioù ar yarig rous ; Ur fri-maskl da Juli D'ober Termaji ! Naïg
2 décembre 2009

Ur fri ledan

Ur fri ledan 'zo gant Jakez, Ledanañ fri ar barrez, Ur fri ledan 'zo gant Jakez Ur fri da zaourañ patatez. Ur fri hir a zo gant Paol, Hirrañ fri ar bed holl, Ur fri hir a zo gant Paol Ur fri da fourrañ kaol. Jakez
23 décembre 2009

Ar podig pri

Me 'm eus ur podig Peseurt podig? Ur podig pri Peseurt pri? Pri melen Peseurt melen? Melen vi Peseurt vi? Vi ar yarig Peseurt yarig? Ur yarig wenn a lamm er-maez deus ar gartenn.
23 décembre 2009

mammig-yar

Mammig-yar o skrabat, Poñsin o pigosat, Hag ar c'hi o lammat. Buan ! Buan ! deomp da guzhat !
23 décembre 2009

Ar yarig

Ar yarig, ar yarig pelec'h emañ he zi? En ur gambrig, en ur gambrig alc'hwezet eo warni Mes me a dro hag a zistro Keit am bo kavet tri Hemañ pe houmañ emañ daet ganin
2 décembre 2009

Pik-Pok

Pikoù, pikoù, pikoù du, War gein ar vuoc'hig doue. Pokoù, pokoù, pokoù trouz War zijvod ar vugale. J-L Roudaut
2 décembre 2009

Dodo, panig koko, Ma vo vioù Ni ray friko. Ma 'vo

Dodo, panig koko, Ma vo vioù Ni ray friko. Ma 'vo ket Ni yay d'ar mor bras Da glask pesked
2 décembre 2009

Unan, daou

Unan, daou, Ne ra ket kalz a draoù ! Tri, Pevar, N'eo ket dispar ! Pemp, C'hwec'h, Ha bec'h ! bec'h ! Seizh, Eizh, Traoù a zo e leizh. Nav, Deg, Leun eo ar bouteg ! Jakez
2 décembre 2009

Glazig, Melenig

Glas, glas, glas, Penn da benn, Setu Glazig ! Melen, melen, melen, Penn da benn, Setu Melenig ! Hag e pokont, Hag e pokont An eil d'egile ! Gwer, gwer, gwer, Penn da benn, Setu Glazig ha Melenig ! Maryvonne
2 décembre 2009

Ar Malamokoù

Ar malamokoù leun a statijenn Hag a esperañs zo o vont Da dreuziñ ar mor war zu Iwerzhon E-giz laboused libr ha laouen Ar malamokoù a zigor Ar mor bras da c'hounez o buhez Pa teu ar mare lanv Ar mare pesketa. Liliane
2 décembre 2009

Dip ha dapa

Dip ha dapa Marc'hig Glaoda Dre ar vanell 'vont da c'hovell Dre ar riboull Da Bempoull Dre an dorgenn D'ar Gerbenn Dre an dosenn Da Lesneven. Naïg
2 décembre 2009

Ar Ger Vras

Ha dont a rafes ganin warc'hoazh Da bourmen 'barzh ar gêr vras? Eno e vez kavet meur a stal Digor an devezh pad, Boued leizh ar stalioù Dilhad mat ha marc'had-mat Hep disoñjal a bep seurt c'hoarielloù ! Maryvonne
2 décembre 2009

Gouel Mamm

Deomp d'ar verjez Da gutuilh frouezh. Deomp war ar maez Da glask bokedoù-laez. Goude, ni a gano Gouel mamm 'zo hiziv ! Naïg
2 décembre 2009

Arabat

Arabat treuziñ an hent bras Hep sellout en daou benn, Arabat gwalc'hiñ ar c'hazh Eñ oar en em gempenn. Naïg
2 décembre 2009

Nevez amzer

Pa teu sklaer ha splann an oabl Pa c'hwitell al laboused abred diouzh ar mintin Heñvel ouzh ur bagagig sonerien, poent bras Lammat diouzh o kwele evit mont d'ar prad. Liliane
2 décembre 2009

Deomp da Langazel

Deomp da Langazel Da gutuilh raden. Deomp dre an hent bihan Da gutuilh balan. Deomp da Benn ar Ru Da gutuilh brulu. Met arabat kutuilh linad, N'eo ket mat ! Flemmañ a ra ! Maryvonne
2 décembre 2009

Ar Frouezh

Ar sivi 'oa o c'hoari An aval 'oa o tañsal Ar per 'oa o fardañ boued Ar c'herez 'oa o laerezh Ar rezin 'oa o evañ gwin Ar bananez 'oa oc'h evañ laezh Nag a drouz, Nag a drouz Gant ar frouezh ! Maryvonne
2 décembre 2009

Glav

Glav, glav, glav a ra hiziv. Gleb gleb, gleb eo ma botoù ! Ma botoù ha ma bragoù, O redek war ar staedoù ! Yann-Baol
Publicité
<< < 1 2 3 4 5 > >>
Kanaouennoù ha rimadelloù evit ar vugale
  • Demat ! Kavout a rit aman kanaouennoù ha rimadelloù evit ho klasoù. Lakaat a ran tout an traoù em eus dastumet dija. Gallout a rit ouzhpennan traoù : titl ar blog evit mont e-barzh, kanaouennoù evit ar ger tremen ... mersi bras deoc'h holl!
  • Accueil du blog
  • Créer un blog avec CanalBlog
Publicité
Newsletter
Publicité