Canalblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog
Publicité
Kanaouennoù ha rimadelloù evit ar vugale
2 décembre 2009

An avel

Dao dao dao ! Piv a sko war an nor ?

Dao dao dao ! Piv a c'houlenn digor ?

An avel eo a sko war an nor,

An evel eo a c'houlenn digor.

 

Fou fou fou ! A lâr an avel,

Fou fou fou ! Me zo deuet a-bell

O nijal uhel a-denn-askell,

Ne glevit ket ma mouezh o c'hervel ?

 

O ! Digorit an nor d'an avel !

Emañ o tont eus ar broioù pell …

O ! Digorit an nor d'an avel !

Ne glevit ket he mouezh o c'hervel ?

 

Yann-Baol 

Publicité
Commentaires
Kanaouennoù ha rimadelloù evit ar vugale
  • Demat ! Kavout a rit aman kanaouennoù ha rimadelloù evit ho klasoù. Lakaat a ran tout an traoù em eus dastumet dija. Gallout a rit ouzhpennan traoù : titl ar blog evit mont e-barzh, kanaouennoù evit ar ger tremen ... mersi bras deoc'h holl!
  • Accueil du blog
  • Créer un blog avec CanalBlog
Publicité
Newsletter
Publicité