2 décembre 2009
Ar rimadell « ZOO » droch
Ooo … olifant,
Chomit koant, olifant, chomit koant,
Mod all, ez aio fall,
mod all, ez aio fall.
Ar jirafenn 'zo bet torr-penn
Hag an arz-gwenn, n'eo ket bet seven.
Ar frikorneg 'zo bet pennek
Hag ar marmouz 'zo bet tagnous.
Ar roudenneg 'zo bet dichek
Har ar c'hañval 'n'eus graet penn-fall.
Ar gourglazard 'oa e kounnar
Gant sotonioù ar c'hangourou.
Jean-Luk Roudaut
Publicité
Commentaires